Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]
Evit mont da bourmenn war lec'hienn ofisiel Seven Reizh
Opera-rock gant
« Seven Reizh »
Evit mont da bourmenn war lec'hienn ofisiel Seven Reizh

25,92 €
Urzhiañ a ran ar CD ha levr-mañ | Ma urzhiad


Strinkadenn Ys - gant Seven Reizh      Dindan levierezh Gerard An Dorzh ha Klaoda Mignon eo bet kaset da benn an hir alan a oberenn-mañ. A c'houde mui ur bloavezh e huñvree an daou ganfard en ur grouadeg rock - doare opera, mar-plij - e Brezhoneg, takad na oa bet difraostet gant den ebet betek henn. Ur c'hlaoustre e oa mui pe vui ober seurt tra ken dic'hallus e seblante bezañ. Kaset e voe da benn avat gant ur strollad a feson: Aozet e voe ar sonerezh gant Klaoda Mignon, neuze e tilestras Farid Aït Siameur, kaner Tayfa, Bleunwenn a zo bet klevet he mouezh aliesik gant ar strollad Tri Yann ha ganti he breudeur Gwendal, Gurvan, Gwenhael ha Konan Mevel; Ciril Froger hag Olivier Carole a zeuas ivez hag evel kustum ur bagad-sonerien, Bagad Pennharzh, ha J.-Y. Herledan en e benn.

     Ur wech deut eus ar waskell ar benn-oberenn e tizolo an dud ul levr keinet moulet e liv ur bladenn-argant e barzh: Taol kurun war ger-c'hrallon: ar c'hazetennoù zo tapet berr, gant ar brenerien kentañ e tizoloont al labour. P'emañ brud ar sonerezh hengounel en he barr, ar pop-rock brezhonek an hini eo a souezh hag a hej an dud!

      Gallout a raer selaou ha lenn "Strinkadenn Ys": Al levr 52 pajennad ennañ ha gas ac'hanomp war roudoù Enora pikerez maen ha laka ar roc'h da vevañ, a stumm ar penn-ilizoù... Etre kened ha sponterezh, karantez ha digeñvez. Heuliañ a ra un hent kevrinek a wisk a wechoù dilhadoù ar skiant-faltazi, an dudennoù madoberiant pe gwalloberiant en em zispak dirazomp. Ar mor, an darvoudoù-hud a dreuzkas ac'hanomp e don kalon ker-Iz.

      Gant Gerard eo bet skrivet an testennoù ha gant Klaoda eo bet aozet ar sonerezh, an disoc'h eus o c'henlabourerezh a ziskouez un ene boutin. N'eo ket peurechu o c'henlabour evit kement-se p'o deus lakaet war ar stern div lodenn all a beurgloko istor Enora ha Mael.

Kanaouennoù ar bladenn
  • Selaou - 10'17
  • Dornskrid - 3'10
  • Sovajed a-feson - 6'02
  • Naer ar galloud - 6'49
  • Hybr'Ys - 9'35
  • Kan Kêr'Ys - 6'25
  • Liñvadenn - 5'03
  • Tad ha Mamm - 8'02
  • Enora ha Maël - 4'40
  • Mall eo monet da Ys - 8'50

pajennad eus al levr

[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]