Ganet e 1951 e Sant - Malo, Patrick a grog da seniñ biniou - bras e 1965, war-dro e 14 vloaz, e-ser sonerion bagad ar gêr-se.
Mont a ra, daou vloaz diwezhatoc'h, davet skipailh pipe-band An Ere, e Roazhon, ma oa ar rener anezhan Jakez Pincet, deut da vezañ da neuze kentañ kelenner Patrick war ar Piobaireachd hag a lakaas anezhañ da vont e darempred gant Robert. U. Brown, unan eus daou soner dezhi hec'h-unañ Rouanez Bro - Saoz e kastell Balmoral.
E 1971, ema Patrick skoazeller - kelenner war ar galleg e Aberdeen, pezh a ra tu dezhañ da labourat da vat gant Robert U Brown ha Robert B Nicol ( hemañ ivez soner ar Rouanez ).
Ur c'hant bennak a donioù Ceol Mor en-deus studiet ganto.
Distro e Breizh e 1972, e kemer perzh a-zevri kaer e adsavidigezh sonerezh ar vro, a oa Alan Stivell e vrudetañ lusker.
Dont a ra da vezañ soner a-vicher e 1975, o veajiñ forzhig e pep lec'h e Bro Europa, a-gevret gant meur a skipailh sonerion. Stagañ a ra da seniñ uilleann-pipe ( biniou Bro Iwerzhon ) hag en em lak, war un dro, da zaremprediñ en e bro-eñ, kanerien ha sonerien biniou-bombard a-benn dastum danvez sonerezh.
Tapet gantañ evel-se ul ledan a anaouedegezh war kement stumm eus sonerezh ar broioù keltieg, e teu a-benn da c'hounit ar maout teir gwech diouzh renk e kenstrivadeg brudet MacAllan en Oriant e 1980, 1981, 1982.
Ha teir gwech ivez eo aet ar maout gantañ, a-gevret gant e geneiled Youenn Bihan hag Yves Berthou e Kenstrivadeg - Breizh ar sonerion daou ha daou ( biniou-bombard ).
Un hanter-kant bennak a bladennoù a zo bet enrollet, m'en deus kemeret e lod enno, c'hwec'h pladenn all enrollet war e anv e- unañ : Ar Baz-Valan ( 1984), Piobaireachd ( 1992 ), Ar Bonom koz ( gant Youenn Bihan 1993 ), Biniou Braz ( 1998), War roudoù Leon Braz ( gant Yves Berthou 2000 ) ha To the Bobs ( gant Alain Genty 2004 ), ha diou all gant e vreudeur Dominique ha Jacky : Deliou ( 2000) ha Bal Tribal ( 2002).
Kelenner eo e skol-sonerezh Karaez ( Penn Ar Bed ) hag aozañ a ra forzh stajoù ha prantadoù-labour e Breizh hag en estrenvro, dreist-holl e Galisia hag Asturia, e hanter-noz Bro Spagn.
Bez ez eo ar bladenn-mañ an eil dediet penn-da-benn gant Patrick d'ar Piobaireachd, ur sonerezh m'en deus gouestlet e vuhez dezhañ hag a jomo bepred an tostañ d'e galon. |