Un diaoul ha peder diaoulez àr ar leurenn : pekani eo an diaoul ? Ne ouian ket, mes ar pezh a ouian o deus begon da lakaat an dud da zañsal er festoù-noz.
Armelle, Mireille, Marilou, Maryse ha Patricia, pemp maouez e kreiz o nec'h o deus en em dolpet da soniñ evit hon brasañ plijadur. Soniñ a raont dreistoll sonennoù nevez, tonioù ha testennoù, sonennoù savet gete pe get mignoned dezhe, sonennoù farsus alies. N'o deus ket o far evit goapaat ar bolitikerion, sonennoù sirius gwezhavez evit difenn droadoù a bep sort ha kas soñj penaos eh eus tud a ne veritont ket bout anvet tud.
"An diaoul ha peder" a ra ar pezh zo bet graet a viskoazh e Breizh : sevel sonennoù a ziwar benn ar pezh a bas. E-pad ma vo dalch'et d'ober èlse e chomo bev sevenadur Breizh.
Selaouit enta douzhte ha kemerit ho plijadur èl ma dlee.
Louis Conan
|