Bev mat eo ar sonerezh hengounel e Breizh. Kement-mañ a rei ar festoù-noz da gompren, kar eno 'vez gwelet pegen don eo an darempredoù etre an dud, selaouerien, dañserien ha sonerien. Gant al lañs-se eo deut war wel ur bern strolladoù, mesket gante er festoù-noz o mod da seniñ gant gizioù ha doareoù all. Bez eo ar strollad Darhaou ur skwer dispar deus ar strolladoù nerzhus-se a laka an dud da zañsal war ur sonerezh livet en ur mod nevez.
|