Homepage [ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]

« Seks-ha-fars »

gant Jean-Christophe Bozec

12 €
Urzhiañ a ran al levr-mañ | Ma urzhiad


Seks-ha-fars       N'eus ket pell 'zo, pa 'z eo bet renevezet presbital koz Pleiber-Krist da veza troet en eur bizzeria internet, ez eus bet adkavet eur skrid koz. Savet gand eur "skrivagner" a oa sod gand ar merhed, ha gand ar seks dre vraz. Ne zońje kazimant e netra all ebed. Seks bemdez, seks e peb leh.
      Lennerien 'zo en em houlenno penaoz e-neus gellet eur paotr euz Bro-Leon skriva traou ken difeson. Nemed e vefe eur Hernevad pe, gwasoh c'hoaz, eun Tregeriad. Ma 'z eont beteg penn, e komprenint eo bet taolet ha distaolet gand eur vuhez diroll. Eur vuhez diroll ? Ya moarvad, beteg ma…

Jean-Christophe Bozec a zo eun den siriuz-tre. O chom ema hirio e Plougastell-Daoulaz. Bet eo bet kelenner war an istor, hag eur wech dre vare war an douaroniez. Gwechall ema bet e karg euz pajennou brezoneg ar gazetenn 'Breiz', a veze embannet gand Kendalc'h.


[ Homepage ] [ Degemer ] [ Levrioù ] [ Pladennoù ]
[ Hor stalioù ] [ Listenn skignañ ] [ Urzhiañ ]