Goude Interamant Ton Zidor, setu istorioù, mojennoù ha danevelloù all. Traoù bet bevet da vad, met kempennet tamm pe damm : lod all ijinet penn-da-benn ; lod c'hoazh a c'hoari gant skridoù skrivagnerion vrudet... Pennadoù etre fent ha from, etre faltazi ha fallentez, etre c'hoarzh ha daeroù, tud ha loened kemmesket war leurenn ar vuhez.
Ar Yezh implijet fant Fañch Jestin ? Brezhoneg wirion, poblek, yac'h, buhez ennañ, tost da c'hwrizioù ar yezh hervez Paolig Combot. Skrivet brav, aes da lenn, plijus da implijout er c'hentelioù brezhoneg... (Goulc'han Kervella). Ar yezh-se a zo amzer-da-zont ar brezhoneg (Glaoda Millour).
Ganet e parrez Lannijen, bet kazetenner diouzh e vicher, Fañch Jestin a zo o chom hiziv war e leve e bro Penmarc'h. War an diwezhat eo kroget da skrivañ e brezhoneg, yezh e vugaleaj.
|