E-kreiz ar 15vet kantved emaomp. Da heul Margeid e teskomp penaos e veve ar bobl, petra a yae d'ober buhez Anna Vreizh ha tud he lez. Un doare all da welet an Istor, da gompren aergelc'h ar mare ...
Goude « Hañvezhioù » ha « Me ha Titaw » e sin Maï-Ewen he zrede levr evit ar re yaouank. Ar wech kentañ eo dezhi pediñ ac'hanomp da veajiñ en amzer dremenet hag en em dennañ brav e ra, o taolenniñ deomp ar vro hag an dud, evel ma oant gwechall.
|